- Cet évènement est passé.
Staj Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec / Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Seznec
13 mars 2021 @ 9 h 00 min - 17 h 00 min
30€13/03/2021
E Kreizenn stummañ Roudour e Kemper
9e mintin > 5e goude-merenn
E brezhoneg
Adalek 15 bloaz
30€
Dav eo mirout e blas – Sur réservation (places limitées)
***
Evit Mizvezh ar Brezhoneg, Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg e Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloiñ Brezhoneg Kerne Izel.
Roll-labour an devezh :
– An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger.
– Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c’houde. Flouraat e zoare distagañ (meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c’hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel).
– Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno.
– Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit.
Titouroù :
* 9 den d’ar muiañ
* Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet
* Adalek 15 bloaz
* Live B1 d’an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)
* Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc’hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc’h), paper, ho maskl
* Lec’h ar staj : Kreizenn stummañ Roudour (2 rue du Moulin de Melgven – 29000 Quimper)
* Priz ar staj : 30€
* Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued
* Trugarez da lakaat hoc’h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan a-raok an 11 a viz Meurzh 2021 :
Titouroù : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh
Gant skoazell / Avec le soutien de :